Gwilherm J.'s Avatar

Gwilherm J.

@gwilhermon.bsky.social

~ 📖 Barzhonegoù berr adalek mareoù bevet. ✨ ~ 📖 De courts poèmes à partir d'instants vécus. ✨

21 Followers  |  35 Following  |  37 Posts  |  Joined: 23.03.2025  |  2.1506

Latest posts by gwilhermon.bsky.social on Bluesky

Haha ! A-wechoù eo ar gerioù simploc'h hag a zo ar re ziaesañ da gavout. 🥲

09.11.2025 08:10 — 👍 1    🔁 0    💬 0    📌 0
Video thumbnail

🎃 On t’a préparé le cahier parfait pour réviser ton breton estival ! À faire seul·e, en duo ou en famille, dans le train ou devant la cheminée… il y en a pour tous les niveaux !
🔗 Télécharge ton cahier pour 0€ ici : linktr.ee/brezhoneg (imprimer recto-verso - bord court)

29.10.2025 16:22 — 👍 3    🔁 3    💬 0    📌 1

Ar strollad B.R.E.T.O.N.S a blijfe din gwelout ! 👀 Hag ivez ar ganerez Garlonn. Forzh penaos e vo plijus-kenañ ar GBB c'hoazh. 🎉

24.10.2025 16:34 — 👍 3    🔁 0    💬 0    📌 0
Video thumbnail

-" Trouz ur stêr bennak en ur c'hoad gleb ha didrouzus = ♥️ "

24.10.2025 11:48 — 👍 1    🔁 0    💬 0    📌 0

Mall zo warnon gouzout piv a vo gwelet ar bloaz-mañ. 👀

24.10.2025 09:59 — 👍 1    🔁 0    💬 1    📌 0
Post image

📅 GBB 2026 : NOTENNIT AN DEIZIAD 📅

Emgav etre ar 26 hag an 28 a viz Even evit GBB & An Taol-Lañs 2026 😍

- - -
📅 GBB 2026 : A VOS AGENDAS 📅

Nous vous donnons rendez-vous entre le 26 et le 28 juin pour GBB & An Taol-Lañs 2026 😍

23.10.2025 10:43 — 👍 7    🔁 4    💬 1    📌 0
Post image

- 💔 "Ar fank gloazet" 🍂
.
E-kreizig-kreiz ar mezoù hag an delioù fur,
Profet gant ael an natur,
'Vez kavet roudoù ar mab-den : "Saotradur",
Diaoul an douar, a-dra-sur.
.
Skrivet goude bezañ gwelet ur bern sigaretennoù en douar, e-touez an delioù gleb.

22.10.2025 09:59 — 👍 1    🔁 0    💬 0    📌 0
Post image

📚 NEVEZ / NOUVEAU 📚

« An dreverz », ul #levr skrivet ha treset gant Toni Galmés.

Da nozvezh an Nedeleg e 1914, soudarded hag a oa o stourm e trañcheoù kalon Europa a zisklêrias un harz-tennañ hag a baouezas gant an emgannoù...

www.timilenn.bzh/product/an-d...

#Brezhoneg #BZHG #Livre

18.10.2025 07:22 — 👍 4    🔁 4    💬 1    📌 0
Preview
E brezhoneg - des livres en breton enregistrés à Quimper pour les enfants qui ont des difficultés avec la lecture - ici Levrioù e brezhoneg evit ar vugale a vez embannet gant Timilenn gant ar pal reiñ c'hoant d'ar re yaouankañ da lenn hag ivez d'ar re o deus diaesterioù, da-skouer abalamour d'an disleksiezh. Selaoù an ...

Ur sujed bet graet gant ici Breizh Izel diwar-benn enrolladennoù levrioù nevez Timilenn gant Kalanna e studio Dizale.

Reportage radio sur l'enregistrement des nouveaux livres de #Timilenn par #Kalanna dans le studio de Dizale.

www.francebleu.fr/emissions/ke...

#Brezhoneg #BZHG #LangueBretonne

14.10.2025 11:46 — 👍 4    🔁 2    💬 0    📌 0
Post image

🕺"Farandolenn ar vinistred"💥
.
Selaouit, selaouit, ar vinistred nevez !
.
Deuit, deuit, da zañsal re gant ar re se.
.
Un, daou, tri, kollet al lusk gantañ ha ganti !
.
Pevar, pemp, c'hwec'h, an dud a zo dindan ar bec'h.
.
Gwilherm

09.10.2025 17:33 — 👍 0    🔁 0    💬 0    📌 0

Sellout a ran ouzh an dresadenn-vev dre internet war ho lec'hienn internet. Liammet eo ma urzhiataer hezoug gant ma skinwel a-drugarez d'un HDMI. 🤗 Met fiskal e vefe kaout un arload gant ar skinwelioù smart un deiz bennak ! Haha.

08.10.2025 19:19 — 👍 1    🔁 0    💬 1    📌 0
Post image

Trugarez vras da @brezhoweb.bsky.social evit bezañ troet an dresadenn-vev "Tintin" e bzhg. Ur madig evit an diskouarn hag ur gwir "Madalen Proust" evit ar spered. 🥰🔎

08.10.2025 15:00 — 👍 4    🔁 1    💬 1    📌 0

Ya, plijus eo ! Fentus eo al levr ha n'eo ket re ziaes da lenn. 😊 Levrioù "Priz ar yaouankiz" zo fiskal 'vit kenderc'hel peurlipat hor yezh hep soñjal re. ✨

06.10.2025 19:08 — 👍 1    🔁 0    💬 0    📌 0
Post image

Erruet eo livioù an diskar-amzer,
Ul levr bihan da lenn hag ur banne glec'h.
Mod-se emañ ar mare-bloaz bravañ er bed. ✨🍂

05.10.2025 16:24 — 👍 2    🔁 0    💬 1    📌 0
Video thumbnail

🍂 Ur c'hoari nevez evit an distro-skol ? Setu un nebeud c’hoarioù a c’haller ober ganto e brezhoneg ! Ur wech desket ar reolennoù e c’halli c'hoari e brezhoneg penn-da-benn !

29.09.2025 15:31 — 👍 4    🔁 1    💬 1    📌 0
Post image

@bretonnantes.bsky.social à Nantes a ginnigo atalieroù c'hoariva, digor d'ar vugale betek 12 vloaz. Un obererezh a-feson evit an ezteurel dre gomz hag evit mont war-raok gant ar brezhoneg. 🙂

26.09.2025 07:53 — 👍 3    🔁 2    💬 0    📌 0
Post image

🌍 Derc'hel soñj 🧠
.
Amzer tremenet ha dazont a vez liammet,
~
Sellomp a-dreñv deomp 'vit mont war-raok asambles.
~
Daoust ma cheñch an traoù tro-dro deomp alies,
~
Dalc'homp soñj d'an holl mareoù luc'hskeudennet.
.
Gwilherm

Dazont : Futur
Derc'hel soñj : Se rappeler
Luc'hskeudenn : Photographie

19.08.2025 14:36 — 👍 2    🔁 0    💬 0    📌 0

Gouzout a rit pegoulz e vo embannet al live B2 mar plij ?! 😁

19.08.2025 14:27 — 👍 0    🔁 0    💬 0    📌 0

Emaon o paouez echuiñ ar c'hoari "Expédition 33". Biskoazh 'moa graet ur c'hoari ken brav, ken splann, ken don.. Feuket on bet gant ar sonerezh, an istor, an dudennoù. Bec'h ! Komprenet ho peus eo bet piket ma c'halon gantañ !
.
Kit da c'hoari ma n'ho peus ket c'hoariet c'hoazh ! ✨

14.08.2025 16:10 — 👍 2    🔁 0    💬 0    📌 0
Video thumbnail

🎙️ Penaos krouiñ ur gont e Common Voice ? Displegañ a reomp dit er video-mañ !
🔍 C'hoant az peus da c'houzout hiroc'h diwar-benn Common Voice e brezhoneg ? Na chom ket etre daou, ne'z peus nemet koumanantiñ d’hor pajenn !

08.08.2025 15:25 — 👍 6    🔁 4    💬 1    📌 0

Un nebeud sizhunvezhioù war-lerc'h e sonadeg diwezhañ.. N'en doa ket mui c'hoant da genderc'hel hep ar sonerezh. Dreist-holl pa vez diaes-kenañ bevañ gant ur c'hleñved evel Parkinson.. Laouen on o vezañ gwelet anezhañ bloavezhioù zo en Hellfest. 🤘

22.07.2025 18:48 — 👍 1    🔁 0    💬 1    📌 0

Trugarez vras Itron Natur ! Ra vezo Koad Brekilien brav daviken. 🌲🌳

19.07.2025 10:22 — 👍 0    🔁 0    💬 0    📌 0
Post image

🐮 - Les ouvrières - 🥛
.
Poentañ : pointer
Ambrougañ : accompagner
Fardañ : préparer (nourriture)
.
Awenet on er mare-mañ a-drugarez d'am vakañsoù e bro Kañtal. Dremmweloù a-feson a zo gant loened doñv ha loened gouez e pep lec'h. Sur a-walc'h e vo barzhonegoù all diwar-benn ar vro-se ! ⛰️

14.07.2025 08:57 — 👍 1    🔁 0    💬 0    📌 0
Post image

Cthuloot: un nouveau jeu vidéo en breton ! Allez voler des trésor avec vos amis!

drouizig.org/volez-des-tr...

12.07.2025 16:18 — 👍 8    🔁 5    💬 0    📌 0
Post image

Na ra ket ar fazi ken ! Ne fais plus cette erreur !

📢 Douetañs az peus diwar-benn ur reolenn yezhadur, ur ger pe ur stagell e brezhoneg ?
📢 Tu as des doutes sur une règle de grammaire, un mot ou une conjonction en breton ?

🔗 desketa.bzh/lessons/leve...

#bzhg #Desketa

11.07.2025 19:02 — 👍 2    🔁 2    💬 0    📌 0

Aïou.. Ur poan-yezh am eus. 🙃

12.07.2025 10:27 — 👍 1    🔁 0    💬 0    📌 0

"Tamara". Aet eo ar maout gantañ e 2019 evit "Priz ar Yaouankiz"! 😊 Un istor diwar-benn ur grennardez hag he deus kuitaet he bro evit pellaat diouzh ar brezel.

11.07.2025 11:48 — 👍 0    🔁 0    💬 0    📌 0

Profet eo bet din-me n'eus ket pell zo. Moullet eo bet gant ur voullerezh 3D. Met sur a-walc'h eo posupl kavout seurt traoù dre internet pe levraouegoù ! 😁

11.07.2025 10:06 — 👍 1    🔁 0    💬 0    📌 0
Post image

Ur pennad-lenn e bzhg e Bro Kañtal. Plijadur bepred. ✨

11.07.2025 09:44 — 👍 1    🔁 0    💬 1    📌 0
Video thumbnail

🏖️ Prientet hon eus dit ur c’haier eus ar c'hentañ evit adwelet da vrezhoneg e-kerzh ar vakañsoù ! D’ober e-unan, daou-ha-daou pe gant ar familh, en tren pe dindan un disheolier… Bez' zo peadra evit an holl liveoù !

🔗 Pellgarg da gaier evit mann amañ : linktr.ee/brezhoneg

09.07.2025 15:39 — 👍 4    🔁 2    💬 1    📌 0

@gwilhermon is following 19 prominent accounts